É paouez teskiñ emaomp eo bet galvet ur stourmer a strollad Ai'ta! Bro Gwened da vonte da archerdi Teiz. Douget eo bet klemm get Tolpad Gwened da heul an divountadeg en un doare arouezel ag al lizherennoù plastik «Base Nautique de la Pointe du Bill Vannes Agglo» a oa bet staget doc'h talbenn kreizenn bageal Sine goude ma oa bet adnevesaet. Rentet e oa bet doc'htu al lizherennoù-se dre golisimo get ul lizher displegiñ.
Savet e oa bet an oberenn-se e keñver 47° MERDEIN, framm nevez Tolpad Gwened hag a vod kreizennoù bageal an tolpad kêrioù, evit diskleriiñ ur wezh oc'hhpenn ne vez ket doujet ouzh ar garta « Ya d'ar Brezhoneg » bet sinet e 2010 get Tolpad Gwened. Raktreset e oa bet dre ar garta « dibab ur panellerezh divyezhek bep tro ma vez staliet panelloù nevez » koulskoude.
Àr ar memes-tro hon doa kaset e miz Eost 2014 ul lizher digor da bep kuzulier kumuniezh evit roiñ-soñj dezhe ag an doare zister ma 'z eo aet àr-raok ar Brezhoneg e Tolpad Gwened.
Seul souezhetoc'h omp e oa bet douget klemm dre m'hon doa kejet d'an 18 a viz Meurzh paset get Ao. Gabriel SAUVET, ar c'huzulier kumuniezh e-karg ag ar sevenadur Breizh, ha get Ao. David KERLEDANT, e-karg ag an diorren sevenadurel ha sportel e tolpad Gwened (goude ma oa bet goulennet un emgav e miz Gouel Mikael) ha n'eo ket bet meneget e-pad an emgav-se ar c'hlemm a zizoloomp hiziv.
Goulenn a reomp en doser a zo bet reit e vo implijet ur panellerezh divyezhek, dreist-holl er greizenn 47° MERDEIN, evit doujiñ doc'h an engouestloù kemeret get Tolpad Gwened e 2010. Goulenn a reomp ivez e vo kinnigfe er c'hreizennoù bageal oberezhioù e Brezhoneg evit ar skolidi ha stajoù bageal e Brezhoneg evit merdeiñ er Mor Bihan. Moian 'vehe diorren ar raktres-se asambles get Park Naturel Rannvroel ar Mor Bihan dre 'm en deus raktreset an aozadur en he garta e lakeh àr well ar Brezhoneg.
Diskuliiñ a reomp neuze pilpouzerezh Tolpad Gwened e-keñver ar Brezhoneg ha gortoz a reomp e tehe da wir an engouestloù kemeret.
Toud an doareoù, lizhiri kaset gant Ai'ta! hag an doser roet da Dolpad Gwened a zo en-linenn àr hor lec'hien
■