Evit an eil gwech e oa bet aozet gant Sten Kidna, asambles gant Ti Douar Alre, Skol Veur Roazhon ha Brest un devezh-studi
Dibabet e oa bet tem an «treuzkas» gant an aozerien. Meur a zanvez a zo bet studiet : goude an digoradur gant Erwan le Pipec, e oa bet displeget gant Armelle Audic treuzkas ar brezhoneg tro-dro da Wened.
War lerc'h e oa bet Jean-Yves Broudig o tisplegañ pegen pouezus e oa studiañ ar c'hentañ brezelbed evit kompren penaos e oa bet laosket ar brezhoneg a-gostez gant tud deuet en dro eus ar brezel.
Goude, bertsus ha kan ha diskan : penaos treuzkas, peseurt strategiezh sevel evit an dazont? Roland Mogn a zisplegas d'ar selaouerien mont en dro e lec'hienn internet «Plantkelt» e lec'h e vez kavet muioc'h eget 20 000 anv plant en linenn e brezhoneg, kembraeg, kerneveureg, ...
«Lesanoioù» oa bet displeget gant Mikael Madeg : eus pelec'h e teuont ? Perak e vez roet lezanvioù d'ar baotred kentoc'h evit ar merc'hed ?
Gant François Louis e oa displeget «Kenstroll-gerioù a aparchant da dachenn semantek ar yec'hed e brezhoneg Gwened». Hag evit echuiñ div blac'h, Melanie Jouitteau o tiskouez mont en dro he lec'hienn «ARBRES, ar yezhadur wiki» gant ur bern tud o kemer perzh en linenn. Gant Lena Catalan oa bet displeget raktres nevez BCD, «Bazhvalan». Penaos treuzkas ar yezh etre ur «neo-brezhoneger(ez)» hag ur «b/vrezhoneger(ez) a vihanig» ?
Interessant, dedennus hag important-tre eo seurt devezhioù : brezhoneg hepken etre an dud, troidigezh war eeun evit an nann-vrezhonegerien, hag ur youl da zeskiñ, da eskemm, da vont war raok e brezhoneg. Gant ma vo seurt «skol veur poblek» e pep lec'h e Breizh.
■