Ur mor a dud e Tregon evit kentañ festival Klitorik

Communiqué de presse publié le 5/04/15 18:33 dans Société par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Prezegennoù, ateieroù, c'hoariva, ... Deuet eo a-benn ar gevredigezh Gast! da aozañ un darvoud bras

Merc'hed war al leurenn, merc'hed oc'h aozañ pep tra : an davarn, ar boued, ar c'hehentiñ, ar stalioù, ar boutik, ...

Ha leun pep ateier,nebeutoc'h siwazh evit ar stal e brezhoneg gant Ninnog, met ne vern. Brav kaer oa an taol kentañ hag ur bern tud yaouank a oa deuet da Di an Holl Dregon, renet gant Catherine Legrand.

Gourc'hemennoù dezho neuze, ha gant ma vo ' benn bloaz, ken brav hag ar bloaz-mañ ha stourm ar merc'hed ken kreñv e rummadoù yaouank hag ar stourm zo bet e bloavezhioù 1970 !


Vos commentaires :
Yann Maneguen
Dimanche 22 décembre 2024
Da Sul Fask, eveljust.

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?