Diwan, pedagogiezh ha nerzh krouiñ : un dezenn dimeurzh o tont

Conference publié le 29/03/15 1:27 dans Société par La Rédaction pour La Rédaction
https://abp.bzh/thumbs/36/36893/36893_1.jpg
Effet entonnoir

Da 2e30 dimeurzh e vo soutenet e Skol-Veur Roazhon 2 un dezenn e keltiek dirak ur juri etrevroadel, gant Fanny Chauffin

Goude tezenn Josette Gwegen e 2006 e skol veur Brest, setu tro Fanny Chauffin da souten un dezenn gouestlet da Ziwan ha d'an traoù a zo bet krouet e brezhoneg e kenrouedad Diwan : kanaouennoù, c'hoariva, lennegezh, kleweled. Studiañ a ra ar soubidigezh, an nerzh krouiñ douget gant ar skolaerien, ar gelennerien, ar gerent ivez. Aozet he deus un enklask graet e lise Diwan ha gant liseidi bet e Diwan (260 anezho), gant 80 atersadenn tud o labourat e Diwan, met ivez gant arzourien Euskadi, Kembre, sokioyezhourien Aostria, Kembre, Polonia. Ur mekanik krouiñ eo Diwan, met bresk e chom daoust d'an nerzh a zo atav hiziv an deiz evit krouiñ skolioù, mont war raok, hag ijin un dazont evit ar yezh bemdez, daoust d'ar skoilhoù politikel, ideologel, daoust d'ar chapelioù a bep seurt a sav a-enep an «diwaneg», an diouer a daol-mouezh, ... Gant ar c'holl spontus a gomzerien e chom Diwan ar spi brasañ evit adperc'hennañ ar brezhoneg, gant ma vo treuskaset ar yezh e maez eus ar skol gant kumuniezhioù arzel, sportel, kevredigezhel a gomz brezhoneg goude al lise.

Soutenañs d'ar meurzh 31 a viz Meurzh, Roazhon 2, 2e30 goude merenn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?