Pedervet fest-noz Kankan : brav ken-ken

Chronique publié le 22/03/15 22:19 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Daouzeg koublad kanerien, soner ebet, digoust evit mont e-barzh : gouzout a ra tud ar vro aozañ ur fest-noz a feson gant tud kengred ha degemerus

Un avel foll ha yen er maez, un nevez-amzer o kregiñ fall. Hag e-barzh ar sal, tud o c'hoarzhin, o kanañ, o tebriñ ar mil tra prientet gant an ugent kaner bennak hag a oa en emgavet a-raok ar fest-noz. Pep hini gant ur soubenn, ur saladenn, un dartezenn, ar bara, ar gwinn, ar chouchenn...

Ha da nav eur eo erru poent kanañ evit degemer an danserien deuet abred : ur gavotenn b'an dañs kanet gant Gi Penseg ha Jean Billon, un an dro evit kenderc'hel gant bugale skol Diwan Kemperle ha war-lerc'h Leon ha Paol, an Diaoul ha Peder, Lollieric/Perquis, Peron/Colomer, FAMS...

Ha brezhoneg gant ur bern tud, danserien pe flaperien, bugale, tud deuet, tud kozh. Se an hini eo, adperc'hennañ (h)e yezh er vro ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?