Koulzad “dilennadegoù departamant 2015 ha brezhoneg” : an disoc'hoù kentañ !

Communiqué de presse publié le 20/03/15 9:17 dans Langues de Bretagne par Tangi Gicquel pour Tangi Gicquel
https://abp.bzh/thumbs/36/36815/36815_1.png
dilennadegoù departamant brezhoneg

Da vare an dilennadegoù departamant e aters strollad Ai'ta an holl listennoù war ar renk e keñver o raktres evit ar Brezhoneg e Breizh.

Etre div hent emañ ar Brezhoneg hiziv an deiz ha mallus eo ober pep tra a c'heller ober evit cheñch penn d'ar vazh ha sikour Breizh hag ar Vretoned da adperc'hennañ o yezh.

Galloud a zo gant an departamant dre he varregezhioù evit kas war raok plas ar Brezhoneg er vuhez pemdeziek ha lakaat e plas ur gwir bolitikerezh yezh

Digoret eo bet gant Ai'ta! ul lec'hien internet ispisial: 2015.ai-ta.bzh e lec'h ma vezh kinniget d'ar Vretonnezed ha d'ar Vretoned ur goulennaoueg (heni 6 tem bras e keñver ar yezh) evit mont davet an dud war ar renk en o kanton. Simpl e oa ar pal: goulenn petra a vo graet gant an dud war ar renk ma vezont dilennet.

Un nebeut deizioù araok an dro gentañ eo bet goulennet 168 koublad a dud war ar renk (336 den) evit an dilennadegoù departamant ha 42 respont zo bet rastellet. Sellet ouzh al lec'hienn evit an disoc'hoù dre ar munut : (voir le site)

Gervel a reomp an holl vretonezed ha vretoned o deus c'hoant da reiñ un dazont d'hor yezh da adlañsin an holl dud war ar renk evit an eil tro eus an dilennadegoù departamant.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?