Aet eo kuit Naig Rozmor d'an anaon

Communiqué de presse publié le 15/03/15 18:48 dans Nécrologie par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/36/36761/36761_1.jpg
Naig Rozmor photo http://www.roscoff-quotidien.eu/rozmor.htm

Nijet kuit an Itron a ouie barzhonekaat, c'hoari c'hoariva, lakaat lennegezh dre gomz ha dre skrid war un ton uhel e brezhoneg

Naig Rozmor, plac'h Rosko a ouie mat buhez ar merc'hed war ar maez. Tamm ha tamm, kelennerez, stag ouzh he bro, he doa kroget da skrivañ e brezhoneg, karantez ar vro met karantez korf ivez. Ar pezh oa dreistordinal d'ar mare-se.

Gant Ar Vro Bagan, meur a bezh c'hoari oa bet savet ha c'hoariet ganti (Ar Mestr, Johniged an Hilda...), ha gant Remi Derrien e oa bet c'hoariet «Ar foll hag ar marv», skrivet gant Dario Fo. Aet kuit o-daou re abred, ha setu minored bremañ tud ar c'hoariva hag al lennegezh e brezhoneg.

Evit selaou ar startijenn divent a oa ganti e chom enrolladennoù Kristian ar Bras war radio an aodoù (da bodakastiñ war Radiobreizh.net), pe c'hoazh an testennoù brav meurbed, an hini diwezhañ savet e ti ar re gozh, pa oa Naig o c'houzañv gant kleñved Alzheimer.

Trugarez deoc'h, Naig, evit an oberenn hag ar skouer out evit an holl, hag evit ar merc'hed dreist-holl, evit diskouez dezho e oa posubl bout dieub, skrivañ, krouiñ, evel forzh piv war ar voulenn douar-mañ. Evel forzh peseurt eostig pe laouenan war barr ur wezenn.

Evit selaou an div abadenn radio aozet gant Kristian ar Bras :

(voir le site)

(voir le site)


Vos commentaires :
CaM
Jeudi 26 décembre 2024
Ra vo skañv d'ar vaouez veur douar hon bro.

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 2 ?