Katell Igruz, c'hwec'hvet pezh c'hoari strollad C'hoarivari

Communiqué de presse publié le 6/03/15 11:57 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Renet eo ar strollad gant Armelle Boulé, kanerez e Diaoul ha Peder, leurennierez, aktourez, mamm-gozh, mamm, ha komaerez e pezh c'hoari nevez ar strollad

E Karaez dimerc'her paseet, bez oa plijadur gant liseidi Karaez, hag ar gwenedourien dreist-holl e Glenmor. Evit ar re all, gerioù zo oa diaes da gompren, met ne vern. Anavezet e oa istor ar c'habellig ruz gant an holl : met ar wech-mañ e oa gwisket ar c'habellig ruz e gotek, gant mignoned war Internet hag ur vamm gozh gant ur webcam hag a gomz meur a yezh dre skype.

Mat e vefe d'ar strollad c'hoari muioc'h, ur pezh c'hoari fentus evit ar re yaouank hag ar re gozh, da bep hini da dapout e begement : ar gerent peogwir ne gomprenont ket ar re yaouank, ar re yaouank a zo stag ouzh ar rouedadoù sokial, ar re gozh evit o raksoñjoù war ar yaouankizoù...

Evit mont e darempred ganto : 02 97 32 91 52

pe : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?