Skrivañ un haiku e brezhoneg bemdez ?

Communiqué de presse publié le 2/03/15 10:51 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/36/36619/36619_1.jpg
ul loen

Evel ar Japaniz, ar gallegerien, ar saoznegerien e vo klasket sevel un haiku bemdez e brezhoneg a-hed miz ar varzhoniezh, miz Meurzh

Penaos ober ? Mont war ar bajenn facebook : (voir le site)

Bizskrivañ (h)e haiku war dem an devezh. Disul e oa an avel-vor, hiziv, dilun, eo ar boc'hruzig. Bemdez e vez embannet an tem nevez.

Ar pal : kaout plijadur e brezhoneg, sellout pizh ouzh an natur tro dro deomp, mont war raok gant ar c'hrouiñ, ober ur rouedad tud «sot gant an haiku» e touez ar vrezhonegerien.

Ha lidañ an deizioù hir o tostaat, al laboused o kanañ adarre, an natur o tihuniñ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?