Haruto, lennet gant Suliana vihan

Communiqué de presse publié le 23/02/15 12:54 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Pegen plijus eo selaou ur plac'hig o lenn un istor a gont... istor ur plac'hig a oad ganti !

Setu ar pevare levrig Priz ar Vugale, un istor levezonet gant bed an haiku ha bro Japan. Ur bariadenn e oa etre Malo Bouessel du Bourg, Mai Ewen ha Milena Krebs : ret e oa sevel un istor evit ar vugale gant haiku e-barzh.

Embannet e oa bet danevell Malo evit ar re vras (Priz ar Yaouankiz ar re drede/eilvet), ken pinvidig e oa ar c'heriaoueg ha danvez prederouriez enni forzh pegement.

Embannet e oa bet hini Mai Ewen e-barzh niverenn al Liamm diwezhañ. Dibabet e oa bet «Haruto» evit Priz ar Vugale.

Hag evit reiñ buhez d'an istor e oa bet dibabet gant Sten Charbonneau lakaat e verc'h vihan Suliana da gontañ planedenn Akira, ha dezhañ da lenn perzh Haruto, an den kozh, an den fur, an den a oar sevel haiku ha sikour ar re all da vont war hent ar varzhoniezh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 8 ?