Pelec'h emañ an Tad Nedeleg ? gant Kristian ar Bras

Communiqué de presse publié le 23/02/15 12:54 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Priz ar Yaouankiz 2010 gant e levr «Kest», setu Kristian o kinnig e eil levr evit Priz ar Vugale : istor bugale a glask an Tad Nedeleg

Trede levr evit Priz ar Vugale, «Pelec'h emañ an tad Nedeleg ?» a zo bet skrivet gant Kristian ar Bras, brudet evit an abadennoù lennegel ha sevenadurel e brezhoneg war Radio an Aodoù, met ivez evit al labour kaset war raok e bed ar mediaoù. Ampart evit kontañ, skrivañ : aze emaomp e bed ar vugale a ya war roudoù profoù n'int ket bet roet mintinvezh Nedeleg...

Lennet e vez ar pevar levrig gant skolidi ar c'hentañ derez. Graet e vo ar votadeg ganto e penn kentañ miz Even 2015.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 1 ?