Sant Valentin gant Morwenn le Normand : fent ha nerzh

Communiqué de presse publié le 16/02/15 14:01 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Atav war hentoù nevez emañ Morwenn, kuzhet e oa ar c'hlip sonerezh-mañ a-raok nozvezh hud ar 14 a viz c'hwevrer...

«Celebration» gant Dan ar Bras e 2012 ha dibaoe, leurennoù a bep seurt evit Morwenn. Plijout a ra dezhi ar blues, ar jazz, kanañ pozioù e saozneg, e brezhoneg, traoù klasel ivez. Ha perak ket mont pelloc'h c'hoazh, gant an hanterdro klamm hag ur video ? Graet eo, ha graet brav.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 1 ?