Tagoù a-enep Islam e brezhoneg war ur greizenn sevenadurel islamek e Roazhon : Kondaoniñ a ra ar g

Communiqué de presse publié le 15/01/15 20:14 dans Langues de Bretagne par PINSCHOFF Bronwenn pour PINSCHOFF Bronwenn
https://abp.bzh/thumbs/36/36220/36220_1.png
Mignoned Ai'ta!

Krouet eo bet e miz Gwengolo 2013 ar gevredigezh lezenn 1901 « Mignoned AI'ta ! » , da gentañ evit skoazellañ stourmerien ar strollad A'ta ! tapet get prosesoù e Roazhon hag en Oriant, emañ pal ar gevredigezh klaz ledenoc'h : « brudañ, skoazellañ ha difenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh ha souten kreñv stourmerien pe gevredigezhioù all o stourm evit ar palioù-se » hervez he statudoù.

Setu Perak e embannompp sklaer eo fuloret-ruz hor c'hevredigezh gant implij ar brezhoneg evit enebiñ ouzh ar relijion islamek e Breizh !

Dre m'emañ kalz a vretoned ha vretonezed o stourmañ evit ma vo anavezet al liesserteud yezhel e Frañs (peurwiriekaat karta europat evit ar yezhoù rannvro, implij ar brezhoneg er servijoù publik...), n'eus ket tu da anduriñ eo bet implijet ul lugan e brezhoneg « er-maez arabed ! » digwener paset, d'an 9 a viz genver, get ur soñj a-enep islam diouzh ur voskeenn e Roazhon !

Ar brezhoneg hag ar stourm kaset gant kalz a vretoned evit o yezh ne c'hell ket bezañ kevelet gant seurt emzalc'hioù heugus ! Ne c'heller ket ober ur meskaj etre implij ar brezhoneg ha gouennelouriezh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 3 ?