Penaos e ra Ar Vro Bagan evit lakaat un istor mil anavezet da vout ken fromus bewech ? Kevrin Goulc'han Kervella hag e skipailh c'hoarierien, sonerien, teknisianed...
Iliz Sant Loeiz b'an Oriant, ur sul goude merenn. Nebeut a dud war ar parklec'h, yen an amzer, ha tamm ha tamm e krog an abadenn hag an dud o tont, niverusoc'h niverusañ.
E brezhoneg bro Leon gant skipailh Plougerne hag e parlant ar vro gant Anaig Lucas e oa bet distaget an destenn skrivet asambles gant Goulc'han Kervella hag Yves-Pascal Castel.
Ha war al leurenn, ar furlukined Nicole ha Gerard a lak an istor da vezañ kaset betek ar fin, o veajiñ e bed kalvarioù Breizh, gant sant Erwan, ar briñsez Dahut, Josef ha Mari, Mikêl hag an aerc'houant, evit echuiñ dirak kalvar Tronoen gant ur werc'hez Vari tost ouzh Mari Morgan gant he blev rodellek evel gwagennoù ar mor...
Hag ur wech echu an abadenn, petra a chom ? Ar c'hoant da furchal, da anavezout gwelloc'h glad ar vro, an istor skrivet war ar maen, an dra sur.
Ha chom a ra ... un aelig gwenn, ur plac'hig o heuliañ an den kozh, ken fur ha ken plom. Marteze e oa un hunvre, met o sellout ouzh ar filmig em boa merzhet ne oa ket o nijal em soñjoù pa oan o nijal er stered gant sonerezh kompozet gant penn soner bagad Brest sant Mark ha mouezh Erwan Tanguy...
■