Sinadur va holl fezhioù skrivet

Agenda publié le 10/12/14 19:04 dans Langues de Bretagne par Armel Le Sec'h pour Armel Le Sec\'h
https://abp.bzh/thumbs/35/35948/35948_1.jpg
ar porzh ruz Le port rouge

Sinadur va holl fezhioù skrivet

Ur sinadur e vo graet ganin e Montroulez e Ti Dialogues, d'ar

sadorn 27 a viz Kerzu, 10 eur diouzh ar mintin.

Sinet e vo va romant nevez evit ar re yaouank «Naig, Youen hag an aerouant»,

met ivez Beaj Owen e galleg hag e brezhoneg, ar Sarpant bihan, kartennoù ha Beaj Owen e kerneveureg ha saozneg.

Un diskouezadeg bihan va fezhioù-livet 'vo graet.

« Naig, Youen hag an aerouant »

Kontadenn evit ar re yaouank , embannet e Keit Vimp Bev 2014

«Naig ha Youen o deus kavet ur vi glas brav kennañ war an aod.

Un aerouant bihan glas a zo ganet.

Met alas, klañv eo. Ne c'hell ket diplegañ e askell.

Ret e vo dezho mont betek Kernev-Veur da gavout an doare pareañ anezhañ…».

Armel le Sec'h

Sitekreator.com/ArmelLeSech


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?