Spered an tour-tan, Strollad Ar Vro Bagan ha Râmine

Communiqué de presse publié le 4/12/14 15:11 dans Littérature par Trifin Le Merdy pour Trifin Le Merdy
https://abp.bzh/thumbs/35/35878/35878_1.jpg
Spered an tour-tan, Strollad Ar Vro Bagan ha Râmine
https://abp.bzh/thumbs/35/35878/35878_2.jpg
Spered an tour-tan, Strollad Ar Vro Bagan ha Râmine
https://abp.bzh/thumbs/35/35878/35878_3.jpg
Spered an tour-tan, Strollad Ar Vro Bagan ha Râmine

Nevez-embannet gant Beluga :

Spered an tour-tan

Ur gontadenn skrivet gant Strollad Ar Vro Bagan/Goulc'han Kervella, ha skeudennaouet gant Râmine.

Diwaller tour-tan eo Eneour. E-kreiz un nozvezh korventenn spouronus, p'emañ ar Morhouc'h, euzhvil ar morioù, o taoler houladennoù uhel ha sonn ouzh an tour-tan, ul labous, Ifig, a zeu da stekiñ ouzh al letern. Mil mallozh !

Torret eo ar gwer ha lazhet ar gouloù. An diwaller a zo gwallaozet ivez. Ha just a-walc'h, deuet eo Ifig da c'houlenn sikour evit ul lestr o vont da goll war ar reier, gant kalz a dud en e vourzh…

Ret eo lakaat ar gouloù da vont en-dro adarre. Penaos ober ?

Savet eo bet ar gontadenn-mañ diwar ur pezh-c'hoari evit ar vugale gant Strollad ar Vro Bagan. Râmine, skeudennaouer al levr, en deus ivez krouet kinkladurioù ha prestoù ar pezh-c'hoari.

Hag ivez : un diell evit displegañ istor ha mont en-dro an tourioù-tan e fin al levr.

18,5 x 25 cm / 64 fajenn / e liv penn-da-benn, keinet kartoñs / 15 ¤

Adalek 7/8 bloaz.

E galleg ivez : L'Oiseau et le Gardien de phare

www.beluga-jeunesse.com

www.coop-breizh.fr

www.facebook.com/belugajeunesse


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 5 ?