Lennerezed 10 vloaz e stal levrioù Penn da Benn

Communiqué de presse publié le 30/11/14 19:57 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Taol Kurun
t:0

35 den e sal vihan a-dreñv stal levrioù Marijo Mellouët. Bugale, tud war an oad, mammoù ha tadoù.

Petra lenn e brezhoneg e CE2/CM2. Albomoù a zo bet savet abaoe pell gant an Here, da c'houde gant TES, bannoù treset gant Keit Vimp Bev ha Bannoù-Heol (Yakari, Titeuf, Kid Paddle), lod anezho troidigezhioù. Pariadenn ar gevredigezh fea asambles gant an ti-embann Keit Vimp Bev a oa kinnig levrigoù evit ar re vras da gentañ er skolaj hag el lise, ha da c'houde, adalek 2008, dar re CE2/CM2. Abaoe 2008 zo bet embannet 34 levr bihan, pevar da lenn bep bloaz ha d'ar vugale da votiñ.

E Kemperle disadorn bez oa teir skrivagnerez, skrivet ganto nav "Priz ar vugale" : "Avanturioù Zett, Pikez blev ruz, Yaouankiz Koantig, Me Nana Marina, Nedeleg Laouen, Me ha Titaw, Yellowcake, Gad Nenenn" hag "Haruto".

Lennet oa bet pevar fennad, daou gant merc'hed skol Diwan Kemperle, Lola ha Nina, ha daou all gant Mai Ewen hag Anne-Marie Colomer a ginnige an teir skrivagnerez.

Bev-buhezek eo an nav istor, ha gallout a reer merzhout int holl kazi levezonet gant darempredoù etre ar re gozh hag ar re yaouank : "Haruto", ar Japanad fur gant Akina, ur plac'hig yaouank, "Gad Nenenn" etre Isold ha Nenenn, "Avanturioù Zett" a zo lennet gant daou vugel yaouank o tizoleiñ un deizlevr kozh e ti ar vakansoù e Breizh. "Pikez Blev Ruz" a zo ivez un darempred dre an huñvreoù da gentañ etre ur plac'hig gant blev ruz hag he mamm-kuñv. E Nedeleg laouen eo trist spontus : Nedeleg diwezhañ ur vamm gozh bevet gant ur plac'hig o welout he zad leñvañ o tistreiñ goude vakansoù Nedeleg...

Gant "Yaouankiz Koantig" eo tem ar c'hrign bev a zo bet dibabet gant Mai Ewen. Ur yourc'hez a gomz a zeu e darempred gant ur plac'hig o kousket dindan an deltenn, moal anezhi. E "Yellowcake" eo maen gleuzioù uranium a zo bet dizoloet nepell eus e di gant Ewen, sot gant ar marc'h houarn, o kousket gant ur pezh mell tamm "yellowcake" war e daol noz. Gant "Me, Nana Marina" zo kontet istor ur plac'ch gant kerent dispartiet, un dibenn sizhun ba ti he zad, un dibenn sizhun all ba ti he mamm. Dibabet e oa bet ganti mont kuit eus ti he zad, da noz, kar ne blij ket dezhi tamm ebet he mamm gaer ...

An teir skrivagnerez-mañ a skriv asambles alies. Pa vez ur raktres (hini "Avanturioù Zett", da skouer) e vez bodet an teir tro dro ur banne kafe, ha war lerc'h, eskemmoù postelioù. Nac'het e oa bet dezho tri skrid gant juri Priz ar Vugale. Met ne vern ! Plijout a ra dezho mont d'ar skolioù evit eskemm gant ar vugale, ar skolaerien. Ha pa vez Denise, 92 vloaz o lavarout d'ar vugale e oa ur "pikez blev ruz" e respontont dezhi : "n'eo ket posubl, gwenn eo ho plev !"


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.