Priz ar Vugale : teir skrivagnerez disadorn e Kemperle

Communiqué de presse publié le 23/11/14 21:49 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/35/35778/35778_1.jpg
Priz ar Vugale : Denise Le Franc, Milena, Mai Ewen

Da 4e30 disadorn e vo lennerien yaouank ha skrivagnerezed hag a gomzo diwar-benn ar blijadur lenn istorioù e brezhoneg

Denise a blij kalz d'ar re vihan : trec'h div wech gant «Priz ar Vugale» roet gant skolidi kentañ derez an tri rummad divyezhek, gant kazi 80% ar re o doa votet, e 2014 hag e 2010.

Sikouret e oa Denise evit sevel he istor gant Mai Ewen ha Milena. Ul labour a-stroll, gant kalz a blijadur da lakaat ar rummadoù yaouank da anavezout ar vuhez gwechall dizoloet gant bugale a-vremañ. Niza ha Zett, div blac'h digourdi, divergont a-wechoù, leun a startijenn, un doare «Pipi Langstrumpf», pe «Fifi Brin d'Acier» ma karit a blij d'al lennerien yaouank a glask istorioù tost outo.

'Benn disadorn e stal Penn da Benn e Kemperle e vo Denise gant Mai Ewen, skrivet ganti un daouzeg a levrioù dija (haiku, danevelloù, romantoù evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz).

Ar vugale a lenno pennadoù, prientet gant Sebastien, kelenner e CE2/CM2 Kemperle. Hag an holl a c'hello kemer perzh e stal levrioù bihan Marijo, ken degemerus atav. E brezhoneg e vo pep tra, hag a-drugarez da dafar ofis ar brezhoneg e vo troet en galleg war eeun an traoù a vo lavaret.

Digoust, Kemperle, plasenn sant Mikêl. Adalek 3e : Kafe gant brezhonegerien a-vihanig.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?