Ar brezhoneg, yezh al laboused

Communiqué de presse publié le 23/11/14 16:21 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Profet oa bet dec'h d'an tregont den deuet da welout Yann-Ber Piriou ur pennad barzhoniel ha leun a fent

«Yezh ar moc'h» ar brezhoneg ? Se oa bet lavaret da Yann-Ber pa oa bugel. Dre chañs e oa e vamm-gozh, a gomze brezhoneg hepken gantañ a lâre dezhañ e oa «yezh al leueoù» a veze komzet ganto. Met ar respont bravañ, anat deoc'h, a oa hini e vamm : «Yann Ber, ar brezhoneg zo yezh al laboused». Hag ar barzh-kelenner o kregiñ da zibuniñ rimadelloù e vugaleaj :

«Daou c'houelan :

- N'out ket deuet da welet a(c'ha)non pa oan bet

- ne ouien ket e oas

- Gou(zout) (a ou)iez ! Gouiez ! Gouiez»

«Daou bichon

- Urrrrr pokig am(b)o ! ur pokig amo ! Ur pokig amo !

- dec'h 'p(o)a bet ! dec'h pa bet !

- 'meus ket soñj ... 'meus ket soñj !

- 'ma pije bet troet, ma pije bet troet!...»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 6 ?