Pardon Sant Fiakr pe Gwerz Loeiz ar Rawalleg

Agenda publié le 18/11/14 22:15 dans Cultures par Serj An Huede pour Serj An Huede

War roudoù ar Barzaz-Breizh: Pardon Sant fiakr pe gwerz Loeiz ar Rawalleg zo ur werz diwar-benn ur muntr c'hoarvezet e 17vet kantved ha chomet bev e memor ar bobl betek nevez zo. Studiet eo bet ar werz gant Donatien Laurent ha keñveriet en deus anezhi gant aktoù barnadennoù ar Faouet hag Henbont. Etre roudoù skrivet ha kanaouennoù pobl e vez adkavet an istor gant daou zoare disheñvel…

Ul levezon he deus bet ar werz-se en hor bed a-vremañ: ur film zo bet savet gant Philippe Guilloux, pe c'hoazh ur romant polis skrivet gant Erwan Evenou (Pardon Sant Fiag).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?