Brezel pevarzek, ar brezel bras kanet gant ar c'haner brudet
Gant fleütoù diniver Sylvain Barou e krog an abadenn. Fotoioù gwenn ha du o tont eus un dastumadeg poltridi roet da Yann Fanch gant un den a zo aze er sal a zo bannet war dri skramm. 750 den e C'hoariva Kerne evit krouidigezh «j'irai cracher sur vos ombres» en galleg ha « Gouelit ma daoulagad» e brezhoneg, didrouz. O selaou ar c'haner milvrudet, ar c'haner gwisket evel ur peisant hag ur soudard da c'houde, oc'h ober c'hoariva, o tañsal ur fisel, o lenn lizhiri soudarded e glac'har ha dizesper.
Kuitaat ar vro, ar vicher peisant, an tri bugel evit bout drailhet e Reter bro C'hall, er pri hag er vouilhenn. Dre ma oa bet dichek gant e gaporal e oa bet rediet Sulian da vont d'an toullbac'h, a-raok mont da vagn Bougy en Aljeri. Un ifern all benn ar fin, e lec'h oa bet lakaet e anv, ur wech marv, evel «non mort pour la France».
Tonioù hengounel brav a zo, kantikoù, gwerzioù, kanenn ar serjant major dezertour, met ivez un dra a zo bet kompozet gant Yann Fanch, «Gwerz Sulian Joe» :
«Tuchantiled bras an arme
A gouska aes en o gwele
Ar soudard paour ba an tranche
vez ret dezhañ yuno noz ha deiz».
■