Marivonig Berthou, Anne Lejeune hag Amy o konta marvailhoù

Communiqué de presse publié le 29/10/14 14:47 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

E korn ar vugale e oa tud brudet ha tud o kinnig o abadenn evit ar wech kentañ

Skoalerez e Diwan, margodennerez, c'hoarierez e Strollad ar Vro Bagan e vez gwelet alies Marivonig e mediaouegoù ar vro o kontañ marvailhoù gant skeudennoù brav embannet gant TES e lec'h e labour ar vaouez varrek-mañ, gant istor an daou dort, pe Olf ha Nita. Ha bugale aketus, o selaou hag o kanañ ganti.

Gant Anne Lejeune, buhezourez Natur er Chapel Nevez e-pad bloavezhioù e oa deuet Amy, ul labourerez douar yaouank o chom er C'houerc'had hag o terc'hel ur menaj gant moc'h ha loened an ti-feurm. Gante oa kinniget pevar istor Totoc'h ar pemoc'h, kontet brav e brezhoneg Bro Dreger. Peadra da lakaat ar vugale da gaout plijadur e brezhoneg.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?