Ul lizher zo bet kaset gant Kevre Breizh d'an holl senedourien ha senedourezed ha d'an Aotrou Gérard Larcher, prezidant ar Sened, evit ma vefe cheñchet an danvez lezenn war adaoz an tiriadoù evit :
• adunvaniñ pemp departamant Breizh, Aodoù an Arvor, Penn-ar-Bed, Il ha Gwilun, Liger Atlantel ha Morbihan en ur rannvro,
• evit ma vije ur gwir dibab hep skoilh didremenus na vet a-berzh ar rannvro kuitaet evit un departamant pe strollegezhioù lec'hel da guitaat o rannvro evit mont en ur rannvro melestradurel stok Breizh navezout
Evit Kevre Breizh, en un doare ledanoc'h, e ranker doujañ da c'hoantoù an dud da zibab ar rannvro a fell dezho bevañ enni ha d'an demokratelezh gwallgaset gant divizoù groñs o rediañ ar ranvroioù da gendeuziñ.
Kevre Breizh a gejo hiziv gant an Aotroù Massiot, prezidant ar Rannvro, asambles gant Breizh Unvan, gant ar pal da greñvaat stourm ar gevredigezh e-keñver ar Parlamant hag ar Gouarnamant.
Evit Kevre Breizh
Tangi Louarn, Gweltaz ar Fur
■