Alan ha Marcel : pa vez ar brezhoneg un istor sonerezh ha mignoniezh

Communiqué de presse publié le 22/10/14 12:20 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

N'eo ket dav klask pell ha pismigañ : pa vez gwelet Marcel hag Alan war ul leurenn n'eo ket torret chadenn ar yezh !

Alan a oa e touez ar re gentañ o tapout ar vachelouriezh e Diwan. Goude studioù war al lennegezh e Paris e oa distroet da Garaez evit kelenn ar galleg el lise.

Met ur soner, hag ur c'haner eo ivez, ha n'en doa ket paouezet da zañsal ha da ganañ gant tud ar vro, o komz brezhoneg alies gant ar re gozh kenkoulz hag ar re yaouank. Hag evit plijadur an holl aze e oa deuet disadorn e kreizenn Glenmor evit kanañ, gant Marcel hag en doa desket da veur a hini da ganañ ivez : Erik Marchand, Yann Fanch Kemener, Annie Ebrel...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?