Loeiz Donal, ur rener, penn soner al lise Diwan

Communiqué de presse publié le 20/10/14 22:43 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Taol Kurun
t:0

Gant Ana Vari Chapalain oa bet kanet meuleudi da rener al lise, kabiten an "navire amiral" Diwan

N'eo ket flaper ar paotr. Labourat a ra, bemdez, gant efedusted ha sioulder, o klask selaou pep hini, kelenner(ez), tad ha mamm, lisead(ez). "N'eo ket dav ribotat dour", eme Loeiz alies.

Gant e startijenn e vez kaset raktresoù a vil vern, kenaozet degemer al liseidi nevez, ar gerent, ar pevareidi hag an tredeidi deuet da weladenniñ al lise, gouel an ugent vloaz, ...

Ha pa vez gouelioù aozet gant al liseidi, eo gouest da wiskañ ur gasketenn rapour o tougen ur blankenn ruilh, pe ur bloavezh all, ur berrukenn Loeiz Pevarzeg.

Loeiz Donal, ur rener bet mab peisanted bro Banaleg, kelenner en ul lise micherel war lerc'h, o komz ur brezhoneg gwriziennet e Traoñ Kerne, hag o ren buhez al lise Diwan e Breizh, al lise nemetañ e lec'h e vez bevet e brezhoneg, dre soubidigezh, e Kreiz Breizh.


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.