Lena Louarn ha Jean-Yves Cozan : poent eo digeriñ un eil lise

Communiqué de presse publié le 20/10/14 22:43 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Deuet e oant ivez, Izprezidantez ar Rannvro ha Jean-Yves Cozan, bet «depute Diwan»

Komzoù sklaer ha fraezh : evito hag a zo o stourm abaoe meur a vloavezh eo erru poent mont pelloc'h, digeriñ meur a lise, hag ur gwir skol veur e brezhoneg, e giz oa bet lavaret ugent vloaz zo hag embannet e Karta Diwan.

E bro Euskadi ar C'hreisteiz e c'heller ober studioù uhel, lennegel, sokiologel met skiantel en euskareg ivez. Hag e katalaneg eo gwelloc'h c'hoazh. Hag e vo ret un devezh bennak kinnig stummadurioù micherel evit labourerien douar an dazont, evit keginerien, klañvdiourezed, ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?