Gouel al levrioù Karaez : dek levr nevez evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz

Communiqué de presse publié le 20/10/14 2:48 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Evel pep bloaz abaoe 2004 e vez kinniget e gouel al levrioù an tri rummad evit ar vugale hag ar grennarded

War ar stand Keit Vimp Bev e vo gwelet an dek levr nevez skrivet gant meur a skrivagner(ez) evit an daouzegvet Priz ar Yaouankiz hag ar Vugale. Kristian ar Braz, Myriam Guillevic, Armel ar Sec'h ha Milena Krebs : setu ar pevar skrivagner o deus skrivet evit ar re vihan e CE2/CM2 ur romant berr hep skeudennoù, romant kentañ e brezhoneg evit lod anezho.

Gant Paskal Hervio e vo kinniget ul levr e lec'h emañ al lenner «Haroz» an istor hag a c'hell dibab (h)e hent en istor, o cheñch red an istor hervez (h)e dibaboù. Skrivet oa bet evit ar re 6vet/5vet fin istor ar gorriganed oa bet trec'h warlene gant ul lisead Lann er Stêr, Mael Poulossier, hag un istor beaj skol gant Serj Richard.

Evit ar re vras avat (4re/eilvet) eo Malo Bouessel du Bourg, Yann-Fanch Jacq ha Jakez Erwan Mouton gant un dastumad danevelloù barzhoniel, un istor gwriziet e kudennoù an dour er bed a-vremañ hag un istor karantez e-pad ar brezel e bro Iwerzhon.

Ha raktresoù all a zo war ar stern evit ar bloavezhioù o tont : prientiñ a ra Erwan Billant un doare enklask polis levezonet gant Lovecraft evit ar bloaz o tont. Neuze, lennerien, kit da gaout keloù e Karaez, evit lenn hag ivez evit skrivañ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 8 ?