Adal ar Gwener 24 betag ar Sul 26 a viz Gouel-Mikel e vo an darvoud e Pondi e ti RBG mes iwez àr ar gwagennoù.
Ouzhpenn tregont vlez eo Radio Bro Gwened hiziv an deiz. Savet e oa bet pa oa bet lakaet frank ar gwagennoù radio get François Mitterand. Ar memes palioù zo dezhi hiziv an deiz, da lâret eo reiñ da c'houiet doereioù ar c'hornad en ur reiñ ar gaoz da razh an dud. Kement e brezhoneg hag e galleg. Ur radio kevredigezhel eo hag afer he deus bout sekouret.
Programm an dibenn-sihun Radiothon.
Krog a ray an traoù d'ar Gwener adal 5eur d'enderv. Abadennoù ispisial a vo àr-eeun betag ar Sul da greisteiz.
D'ar Sadorn e vo ur fest-noz, adal 9eur da noz e Palez ar C'hendalc'hoù e Pondi get IMG, Eien, YêhLusk, Lotout/Péran ha Cadoret/Guilloux. Skignet e vo an nozwezh-se àr ar gwagennoù iwez.
Radio Bro Gwened da selaou àr ar gwagennoù :
94,8 : Gwened / 101,7 : Kreiznoz Bro Gwened / 97,3 : An Oriant / 92,6 : Pondi.
Ha dre ar rouedad : www.radio-bro-gwened.com
Facebook : RadioBroGwenedOfisiel
■