Abaoe 1943 ne oa ket bet embannet a levr katekiz e brezhoneg. Moullet hon eus an hini erbedet gant Roma gant Yann-Baol II e 2002 : un diverrañ eus al levr tev “Katekiz an Iliz katolik”.
Al levr-mañ a 254 pajennad, a zo skrivet en ur brezhoneg klasel-tre gant Job Lec'hvien, beleg. Etre ar pennadoù eo bet fellet d'an aozourion kinnig ha displegañ ikonennoù.
Un akt a feiz e dazont ar feiz e-touez ar vrezhonegerion eo an oberenn-mañ, hag ur benveg mat evit donaat e anaoudegezh eus ar feiz en amzer-vremañ.
Kas 22 euro franko da Imbourc'h c/o EAT, Kergreven, 29800 Trelevenez. E Festival al levrioù Karaez e vo kavet e gwerzh e stalig Imbourc'h : 20 euro hep ar mizoù-kas.
Katalog Imbourc'h : (voir le site)
■