Kenderc'hel a reer gant ar c'hilsell en amzer dremenet : setu Lukian Kergoat o tisplegañ al labour kaset da benn gant ar skipailh saverien dafar pedagogel evit an eil derez.
Ne oa ket bet digoret ar skolaj, ar c'hentañ derez Diwan evel e oa bet raktreset ; lavaret oa bet gant ar greizenn geriaouiñ a briente an dafar pedagogel, an dornlevrioù, ne oa ket prest c'hoazh. Ha daleet e oa bet an digoradur.
Hag e-pad ur bloavezh gant ur strollad a youl-vat 80 den a rae emvodoù evit prientiñ un eil derez e brezhoneg oa bet savet peadra da skoliatañ ar skolajidi gentañ.
Karget e oa Lukian Kergoat da genaozañ al labour-mañ, ha dreist-holl peseurt divyezhegezh a vefe en eil derez.
N'o doa ket heuliet an «enepskouer» o tont eus bro Gembre e lec'h e veze kelennet an danvezioù skiantel e saozneg. En Euskadi «ne oa ket an troc'h-se, ni oa loc'het kuit gant ur mennozh all : arabat mirout tachennoù ' zo eus ar brezhoneg. Soñj a rae deomp e oa ar c'hempouezh yezh bezañ pinvidik ha kreñv, hag e c'hellemp dre hor yezh mont war forzh peseurt dachenn a oa, mod all e oa ur seurt diglossiezh war ar yezh. An holl zanvezioù a oa da vezañ prientet e brezhoneg».
■