15840 skoliad o deus graet o distro-skol en hentadoù divyezhek.

Communiqué de presse publié le 29/09/14 11:40 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg. (OPLB / OPAB)
t:1
https://abp.bzh/thumbs/35/35244/35244_1.jpg

502 skoliad ouzhpenn zo gant ar c'helenn divyezhek (+3,3%) er bloaz-mañ. Gant Diwan emañ an dregantad kresk brasañ (+ 4% ; 3854 skoliad eus ar skolioù-mamm betek al lise), p'emañ izeloc'h kresk ar publik (+3,4% ; 6887 skoliad en holl) ha dreist-holl hini ar skolioù katolik (+2,6% ; 5099 skoliad en holl).

4 lec'h nevez zo bet digoret er c'hentañ derez : 3 gant ar publik (Ploueg-ar-Mor en Aodoù-an-Arvor, Kore e Penn-ar-Bed, Plañvour er Mor-Bihan), 1 eil skol e Roazhon gant Diwan pa chom digemm ar c'hinnig en deskadurezh katolik. 2 skolaj nevez zo gant un hentad divyezhek : e Gwened evit ar publik hag e Lannuon evit an deskadurezh katolik. 462 lec'h divyezhek zo en holl bremañ.

Evit ar wech kentañ ez eus 1 gumun enni ouzhpenn 700 skoliad divyezhek : Roazhon. Gwened a zeu-hi da vezañ ar gêr gentañ enni ur c'hinnig er skolaj gant pep hini eus an 3 hentad.

Muioc'h a ditouroù a vo kavet en teul da bellgargañ.


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024
@ Yvon Bordiec : Demat deoc'h. Krouet e oa bet an Ofis Publik e miz Gwengolo 2010 ha neuze eo diwar disoc'hoù an distro-skol e 2011 e c'heller priziañ al labour a zo bet graet. Abaoe 2011 ez eus bet digoret 18 lec'h nevez er 1añ derez publik pa oa bet digoret 12 hepken etre 2007 ha 2010. Aet eo an traoù war-raok neuze met evit mont buanoc'h ez eus ezhomm eus un emglev etre ar Stad ha Kuzul-rannvro Breizh a vefe sklaeroc'h hag uheloc'h e bal diorren. Da skouer, e Korsika eo skrivet en emglev Stad-Rannvro eo da nebeutañ 40% eus ar postoù a ya gant ar c'helenn divyezhek hag er bloaz-mañ e oa 50% zoken ; padal en Akademiezh Roazhon ne oa bet lakaet pal ebet war an dregantad a gelennerien divyezhek en emglev a oa bet sinet. Dre vras e Breizh ez a 10% eus ar postoù kinniget evit ar 1añ derez publik gant ar c'helenn divyezhek ha 90% gant ar c'helenn unyezhek. Ar binvioù-se hon eus ezhomm da gaout e Breizh ivez ha fiziout er framm publik a zo bet savet e 2010 ur gefridi sklaer war ar sevel ur steuñv diorren liesvloaziek. A galon, Ofis Publik ar Brezhoneg.
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.