Shakespeare e brezhoneg : ar gomedienn mil luiet

Communiqué de presse publié le 26/09/14 18:58 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

E-pad daou vloavezh e oa bet kaset al labour treiñ ha pleustriñ gant strollad c'hoariva Kallag

E sal ar Cinedix e Karaez e oa bodet 200 lisead Diwan. Daoust d'an hirder (kazi un eurvezh tri c'hard) e oa chomet ar re yaouank aketus, gant an doare leurenniañ oa leun a startijenn.

Levezon Shakespeare a zo anat, gant un istor a zeu eus Plaute, e lec'h e oa daou vreur gevel. Gant Shakespeare e oa bet lakaet pevar breur, an daou vestr hag an daou vevel. Gant Sylvain Bothorel ha Marie-Hélène Morvan oa bet treuzfeurmet anvioù an dud, Tangi ha Meriadeg Landreger, ha Tangi ha Meriadeg Montroulez pa oa gant Shakespeare : «Antipholus ha Dromio of Ephesus, hag Antipholus ha Dromio of Syracuse».

Aterset e fin an abadenn, tud yaouank a lâre e oa brav c'hoari an aktourien, ha leun a vennozhioù souezhus : an doare Bollywood evit kregiñ, ar jandarm doare film a vremañ, ha plijet-bras int bet gant ar mevelien dirollet...

Ul labour brav kaset da benn gant tud a youl-vat. Gant ma vo niverus en dazont oberennoù klasel lennegezh etrevroadel ha broadel, c'hoariet ingal e Breizh e-kichen krouidigezhioù nevez, gant ur brezhoneg yac'h ha fentus...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 7 ?