Bec'h de'i dimeurzh : merc'hed !

Communiqué de presse publié le 22/09/14 15:09 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/35/35167/35167_1.jpg

War dem ar merc'hed 'vo Bec'h de'i ! da zont, abadenn gentañ ar c'houlzad.

Peseurt skeudenn deus ar merc'hed hiziv a zeu war-wel, pa weler penaos 'vez sellet ouzh ar «people» er mediaoù ? Er Stadoù-Unanet 'kaozeer deus ur 4re gwagenn «gwregelouriezh» : hag aet an traoù war-raok amañ abaoe stourmoù ar bloavezhioù 70 ? Petra 'vez war spered ar merc'hed yaouank hiziv, ha petra soñjal deus ar re a respont d'ar galv d'an «jihad», e Breizh hag e lec'h all ? Ha disheñvel skeudenn ar merc'hed e Breizh, hag e bed ar vrezhonegerien, diouzh pezh a weler e lec'h all er bed ?

Sell aze un nebeud goulennoù (e-mesk reoù all) a vo savet, 'benn arc'hoazh, gant Lionel Buannic, ouzh un toullad merc'hed a-feson : Lena Catalan, Fanny Chauffin, Gwenn an Dreo, Verónica Fuyeo Alcedo, Anne Gouerou, Dominique Jestin-Bourges, Melanie Jouitteau, Maela Kloareg, Morwenn Lenormand…

Kasit ho koulennoù war-eeun da vare an abadenn, war bajenn FB Brezhoweb pe war-eeun war al lec'hienn !

Bec'h de'i Merc'hed !, dimeurzh 23/9, 8 eur 30 noz, war-eeun deus ar Pub Ceili, Kemper (digor ha digoust)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?