Yes Scotland

Communiqué de presse publié le 22/08/14 0:50 dans Littérature par Embannadurioù Nadoz-Vor pour Embannadurioù Nadoz-Vor
https://abp.bzh/thumbs/34/34920/34920_1.jpg

Puilh eo ar c'heleier er mare-mañ ! Setu raktres dic'hortoz Nadoz-Vor Embannadurioù ! Skoazellit ac'hanomp evit ma zeufe ar vandennad-treset-mañ er-meaz a-raouk an 18 a viz Gwengolo !

Met petra fell d'ar vroadelourien skosat kaout ? Er Rouantelezh-Unanet abaoe tri c'hantved, bet he doa bet bro-Skos e dibenn ar bloavezhioù 1990 un emrenerezh strizh pa oa bet savet ur parlamant ha staliet ur gouarnamant e Dùn Èideann (Edinburgh). Met ne voe ket trawalc'h da Alex Salmond, e penn Strollad Broadel Skos (SNP). Diwar miradoù eoul-maen Mor an Hanternoz e c'houlenn ministr kentañ bro-Skos, a zo aet ar maout gantañ e dilennadegoù 2011, ma vo dizalc'h e vro. Goude bezañ prometet e vo dalc'het ar rouanez da benn-Stad, e vo lezet an dud da vont ha da zont etre bro-Skos ha bro-Saoz hag e vo miret al lur sterling, deuet eo a-benn ar strollad eus an tu Kreiz Kleiz-se, diforc'h-mat eus strolladoù broadelour pe dizalc'hour all en Europa, da c'hervel d'ur referendum d'an 18 a viz Gwengolo 2014. N'eus forzh petra vo an disoc'h, ne vo ket mui ar Rouantelezh-Unanet evel m'emañ bremañ.

Olivier Hengsen a zo gazetenner e Dùn Èideann* e Bro-Skos. Kemer a ra perzh er mediaoù gall evel RFI, Libération, Le Soir, hag e-barzh kelaouennoù arbennik diwar-benn an energiezh.

Daniel Casanave a zo o choum e Reims. Tresour eo evit kelaouennoù, skeudenner evit ar re yaouank, skrivagner bandadennoù-treset.

* Dùn Èideann e gouezeleg skos, Edinburrie/Edinburra/Edimbrae e skoteg, Edinburgh e saozneg.

Yezh : brezhouneg

Doare : enklask/istor/politikel

Evit piv : krennarded ha tud deuet

Niver a bajennadoù: 32

Ment : 186x242mm

ISBN : 979-10-93241-04-3

Emañ an ti-embann nevez Nadoz-Vor Embannadurioù o rastellat arc'hant evit gallout embann an eurioù-mañ.

Awenet eo hor raktres gant ar c'hrowdfunding, un doare dazeilad ha kendred da arc'hantaouiñ a-stroll evit skoazell ur raktres talvoudus hervez mennozhioù an dud. Rak maread a raktresoù dedennus a choum bout dre ma vank moneiz dezho. Skoazellañ, kemer perzh ha skignañ ar raktres-mañ a sikouro Nadoz-Vor Embannadurioù da vont da benn. Gallout a reoc'h reiñ ar pezh a fell deoc'h.

Anv:……………………………………… Anv-bihan:……………………………

Choumlec'h:……………………..………………………………………………….

Kod Post:…………………………Kear:……….…………….Bro:……………….

Postel:……………………………………… Pellgomz:…………………..………

Nadoz-Vor Embannadurioù

Boest-Lizhiri BP 40

29860 Plabenneg

Skrivit deomp, roit ho ali ma fell deoc'h. Respountet e vezo deoc'h gant plijadur.

Chekenn da lakaat e anv Nadoz-Vor Embannadurioù. Ar sammad roet a choumo miret strizh keit ma ne vezo ket rastellet a-walc'h a voneiz evit dont a-benn eus ar raktres.


Vos commentaires :
Alan
Dimanche 24 novembre 2024
Hag e brezhoneg e vo an albom bannoù-treset-se ?

Nadoz-Vor Embannadurioù
Dimanche 24 novembre 2024
Ya evel-just !

SPERED DIEUB
Dimanche 24 novembre 2024
an tammig histor kri e oa an traou e amzer se ivez
Voir le site

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?