Tachad ar gomz : setu Herve Bihan o tisplegan pegen diaes eo gouzout piv oa ar roue Arzhur, pe c'hoazh Genovefa a Brabant
Fanch Peru, Jorj Belz ha Herve Bihan a oa bet bodet gant Iwan ar Rouz evit mont pelloc'h gant anaoudegezh lennegezh Breizh mare ar Grennamzer. «Un toullad skridoù a oa dornskrivad diwar un dornskrivad, e XVIvet kantved, XVvet kantved, hag an orin zo kalz koshoc'h, eveljust...»
Gant e levr war Arzhur e vo moaien da Yann vrezhoneger da vont pelloc'h : «An Dialog etre Arzur roe d'an Bretouned ha Gynglaff», embannet gant TIR e 2013.
Diverradenn :
Ar skrid brezhoneg arzhuriek koshañ eo An Dialog etre Arzhur ha Guynglaff. Lakaet eo an destenn da vezañ eus kreiz ar pemzekvet kantved, hag e c'heller sellet outi evel bezañ al liamm etre hengoun ar Grennamzer (anavezet mat e Kembre) ha folklor modern (e Breizh paneveken).

■