Ul levr a zo nevez deuet er-maez e ti Mouladurioù Hor Yezh : «Danevelloù evit ur bloaz» gant Luigi Pirandello, troet e brezhoneg gant ALine Gleoneg.
Brudet eo Pirandello (1867–1936) dreist-holl evit e bezhioù-c'hoari, nebeutoc'h evit e zanevelloù, hag int puilh koulskoude.
“Bep Sul vintin on boas da zegemer tudennoù ma danevelloù... Hag alies e c'hoarvez ganin en em gavout e kompagnunezh fall,” setu ar pezh a anzav Pirandello e-unan.
Piv eo neuze tudennoù an 247 danevell en deus skrivet diwar an 365 a oa gantañ ouzh ar stern, unan evit pep devezh eus ar bloaz ? Dreist-holl tud o tont eus Kaos, kêriadenn c'henidik ar skrivagner, e kreisteiz Sisilia : micherourien ar mengleuzioù soufr, tudjentil war an diskar, maouezed gwasket gant ar relijion hag ar brizhkredennoù ; met ivez tud eus Roma, pe Sisilianed harluet er Stadoù-Unanet.
An avanturioù farsus pe poanius bevet gant pep hini anezho a ziskouez mat tonkadur mab-den ; tudennoù liesseurt o fersonelezhioù int, tud hag a oar ober goap ouzh ar vuhez, gouzañv ar boan, ar follentez hag an digenvez ha chom bamet dirak kened ar bed.
Priz Nobel al Lennegezh a oa aet e 1934 gant Pirandello.
138 p. ; 14,5 x 20,5 cm ;
9 ¤
ISBN : 978-2-86863-170-1
■