etre ar 5 hag an 8 a viz Eost
Digor etre 9 eur ha kreisteiz hag etre 2 eur ha 5 eur e-barzh Hall ar Gambr a Genwerzh, 21 kae an Indez, 56100 An Oriant.
Levr Kells, pennoberenn enliverezh ar Grennamzer, a zo bet, un amzer bennak «oberenn priziusañ ar C'hornog» Kement-se a oa d'ar mare ma yae menec'h Iwerzhon, a-hentad, da avieliñ ar peurrest ag an Europ. Anv ur gêr vihan, Kells, en deus kemeret, hag eno, en ur manati e oa bet savet, hep na ouier forzh penn d'e orin, doc'h dibenn ar milved kentañ, met abaoe ar 17vet kantved emañ miret e levraoueg an Trinity College e Dulenn.
■