Skol-Veur Pobl Breizh : « Ar Gelted hag ar marv. An tu arall hag ar bed arall »

Agenda publié le 29/07/14 15:57 dans Cultures par ivonig le merdy pour ivonig le merdy
https://abp.bzh/thumbs/34/34766/34766_1.jpg

Bernard Rio, skrivagnour ha kazetennour, skrivet getañ meur a oberenn,

Un darempred a-ziforc'h a vez etre ar Gelted, ar Marv, hag o re dremenet. Bernard Rio a ginnig deomp un dremmsell àr ar lidoù hag ar c'hredennoù en-dro d'ar marv e Breizh hag en Iwerzhon. Displeg a ra deomp ar gwengeloù, ar mojennoù, ar boazioù hag al lidoù-kañv.

Gwener 8 a viz Eost, 5e, 21 Kae an Indez, Sal Ducassou, 56100 An Oriant


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 7 ?