"Ar yar a zozve patatez": ul levr nevez evit ar vugale e ti Sav-Heol

Présentation de livre publié le 24/07/14 11:08 dans Littérature par Anne-Sophie Leborgne pour Anne-Sophie Leborgne
https://abp.bzh/thumbs/34/34717/34717_1.jpg
Golo "Ar yar a zozve patatez"

Nevez deuet er-maez eo al levr «Ar yar a zozve patatez» gant Michel Piquemal, skeudennaouet gant Laurence Cleyet-Merle, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain.

Petra ober gant ur yar ha ne oar ket dozviñ ?

Lazhañ anezhi, ha mat pell zo !

Setu a lavare Yann Gouer, droug ennañ.

Hastan buan kavout an tu… da zozviñ ur vi diouzhtu !

An istor a zo kontet gant fent, en un doare bev, gant skeudennoù.

Ar gerioù diaes a zo displeget war rabatoù ar golo.

Trede levr embannet gant Sav-Heol en dastumad “Troioù-kaer – Bidoc'hig” eo Ar yar a zozve patatez.

24 p. ; 13 x 18 cm + rabatoù war ar golo

5,50 ¤ ; ISBN : 979-10-90456-12-9

adalek 6 / 7 vloaz

Skignet gant :

Kuzul ar Brezhoneg

14 straed Louzaouenn an Hañv

(rue du Muguet)

22300 Lannuon — Breizh

[33+] (0)2 96 48 03 00

kab@brezhoneg.org

www.brezhoneg.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?