Diwan ha Jil Servat : an hevelep stourm abaoe 37 vloaz

Communiqué de presse publié le 24/07/14 9:54 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Setu Jil e Kemperle o kinnig e levrioù, e bladenn diwezhan hag an DVD nevez deuet er maez

Digor ha laouen e oa Jil e stal levrioù Penn da benn e Kemperle, degemer a rae tud sot gant e sonerezh, ha da noz e oa o senin gant bagad Kemperle en un abadenn gouestlet da Zavier Grall.

Diwan ha Jil ? Un istor a gozh : displegan a ra aze penaos en doa lenvet (hag e fromet-bras c'hoazh o kontan an istor) pa oa bet kelaouet gant Rheun L'hostis e Gwitalmeze goude un abadenn sonerezh : «digoret e vo ur skol Diwan». Ha Jil da zistrein da Naoned, o ouelan a-hed an hent. Ha dibaoe, tad paeron skol Diwan Naoned, skolaj Diwan Gwened, ha Lise Diwan Karaez. Ha ne vefe ket stourmer ken ? Diaes da gredin... Gant ma vo ur bern tud eveltan evit lakaat Breizh da vont war zu an emrenerezh hag an dazont evit ar yezh komzet aman e penn ar bed.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?