Hentoù glas ar Mor-Bihan : ar brezhoneg bepred korbellet en hañv 2014.

Communiqué de presse publié le 7/07/14 22:59 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai\'ta ! Bro Gwened
t:1
https://abp.bzh/thumbs/34/34574/34574_1.jpg

Divountet eo bet tost 70 panell hentoù belo departamant ar Mor-Bihan ( foto stag). Un doare pikurenn da adnevez e oa get an oberenn kaset get ar strollad Ai'ta! blez 'zo dirak ar c'huzul departamant ( (voir le site)

Departamant nemetañ kornôg Breizh é nac'hiñ lakaat e pleustr ur panellerezh divyezhek àr e hentoù belo eo bremañ ar Mor-Bihan (pezh zo bremañ degemeret abaoe 2 vlez get departamant Aodoù an Arvor ha departamant Penn-ar-Bed).

E gourenez Rewiz e vez diboelloc'h seurt tra pa ouier e vez ledet panellerezh hent an departamant hag eo bet staliet blez 'zo ur panellerezh hentoù troad divyezhek get kumuniezh kumunioù Rewiz e kaver a-wezhoù àr ar memes minotennoù kenrannet entre tud àr droed ha tud àr velo.

Peogwir n'eo ket evit derc'hel kont ag ar brezhoneg, eo bet kaset an doser …hag ar panelloù da greizennoù korvoiñ an hentoù-departamant lies e Penn-ar-Bed hag en Aodoù-an-Arvor a-benn ma vo reit alioù fur d'o c'heneiled ar Mor-Bihan.

Estroc'h evit ar panellerezh e addegas ar strollad Ai'ta! da zepartamant ar Mor-Bihan soñj en-dro da lakaat da dalvelzout ur gwir politilkerezh yezh klok ha kempoell a-benn ma vo moian da sellet , klevet ha komz brezhoneg e servijoù departamant ar Mor-Bihan ma vez degemeret tud dreist-holl.


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024
C'est bien pour palier à ce type de problème que le collectif agit : avec des panneaux bilingues les cyclistes, brittophones ou francophones, pourront enfin retrouver leur chemin !
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.