Shining, un nevezenti embannaet gant Mouladurioù Hor Yezh

Présentation de livre publié le 1/07/14 10:18 dans Langues de Bretagne par Hor Yezh Mouladurioù pour Hor Yezh Mouladurioù
https://abp.bzh/thumbs/34/34519/34519_1.jpg
Golo "Shining"

Nevez deuet er-maez: Shining gant Stephen King, troet e brezhoneg gant Olivier Biguet.

Jack Torrance en deus kavet labour e-pad ar goañv evel evezhier en ul leti kollet e-kreiz menezioù ar C'holorado. E-unan gant e diegezh — e wreg hag e vab yaouank dezhañ un donezon ispisial-tre manet kuzh betek-henn — e chomo eno e-pad mizvezhioù hir ar goañv, paket gant an erc'h ha gronnet gant gwall nerzhioù iskis a lako anezhañ da goll e spered tamm-ha-tamm…

Ur mailh eo Stephen King war an istorioù moliac'h, skrij ha skiant faltazi, Shining o vezañ unan eus e bennoberennoù. Evel evit kalz eus e romantoù all ez eus bet savet ur film diwarnañ, gant Stanley Kubrick en taol-mañ, lakaet ivez da bennoberenn, e-lec'h ma c'hoari Jack Nicholson unan eus e berzhioù brudetañ.

482 p. ; 10,5 x 20,5 cm ; 16 ¤

ISBN : 978-2-86863-171-8

Skignet gant CoopBreizh


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 3 ?