Goulc'han Kervella ha Mael Poulossier : an daou zo bet trec'h evit Priz ar Yaouankiz

Communiqué de presse publié le 20/06/14 23:17 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

E sal vras e kichen ar skolaj Diwan, 120 skolajiad aketus o selaou Goulc'han Kervella. Disoc'h ar votadeg 500 skolajiad ha lisead Karaez, Kewen, Ar Releg, Gwiseni e oa evit o levr muiañ karet

Ar re 6vet, da gentañ, ha da c'houde ar re bevare ha trede. O selaou daou skrivagner, Goulc'han ha Paskal Hervio deuet da lidañ an unnegvet Priz ar Yaouankiz. An daou levr a zo bet dibabet : hini Goulc'han Kervella «Mellfeta e Plougastell» evit ar re vras (pevare, lise) hag hini Mael Poulossier hag e mignoned lise Lann er stêr evit «Ar bed nevez».

Ar prizioù

Priz ar Yaouankiz 6vet/5vet

1- «Ar bed nevez», Mael Poulossier, Gwenn Audic, Maiwen Le Verge

2- «Ur vaot en oabl», Paskal Hervio

Priz ar Yaouankiz 4re/lise

1- «Mellfeta e Plougastell», Goulc'han Kervella

2- «No pasaran», Jakez-Erwan Mouton


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?