D'an 21 a viz Mezheven da 11 e. e savan ma mouezh dirak burevioù ar PS

Communiqué de presse publié le 16/06/14 6:17 dans Société par Bertrand Deleon pour Bertrand Deleon
https://abp.bzh/thumbs/34/34358/34358_1.jpg

Pet gwezh warn-ugent ez eus bet tolpadoù aner pa ruzed botoù gorrek-ha-gorrek war-lerc'h dilennidi kostezennoù Enez-Frañs ? Ar re-se e penn-kentañ an dibunadeg, c'hwezhet o bruched, ur seizenn driliv tro-dro dezho. Dleout a rafemp mont a-enep dezho pa douellont ar bobl evit gwir. Dre nac'hañ adstagañ al Liger-Atlantel ouzh Breizh en deus graet ar PS fae war ar Vretoned, Breizh hag an demokratelezh. Da ziwall zo gant drein ar rozenn !

Ret eo stagañ gant diazez hon diaesterioù e Breizh dre derriñ kred dilennidi zo na reont ken nemet gwareziñ o c'henseurted ha gounit amzer diwar komzoù flour ha lourennek damvreizhat blaz anezho. Gwelet ez eus bet pennoù rannvro, kannaded, kuzulierien zepartamant, maered, o farlantoù luziet ha didermen pa varmouzont ur prezeg emrenerien en diwezh, a zo un tamm bras zoken. Sorc'hennet eo an dud evel-se.

An diaoul zo paotr mat pa vez graet e did dezhañ. Ne vez gounezet netra diwar vrudañ an Ankoù. Chadennoù aour kreizennerezh Bro-C'hall, c'hwezh an drevadennouriezh ganto, hag an armerzh marc'had drastus p'emaomp-ni e sujidi az a da ober diazez ar strolladoù politikel o ren.

En em gavomp dirak burevioù ar PS da neuze evit lavaret « Pariz, he strolladoù politikel hag o mevelien, setu hon enebourien ».

Evit Breizh, evit ar goprañ, evit ar Frankiz ez eomp a-enep ar PS hag ar strolladoù all diazezet e Pariz. Ponneroc'h e vo hor bec'h er mizioù da zont ma tle bezañ oberourien ar marv c'hoari o mistri amañ c'hoazh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 1 ?