Ar priz lennegel Sten Kidna-Le long cours du Bono : roet da Yann Gerven - aet eo ar priz ispisial da Herri Ar Borgn

Communiqué de presse publié le 10/06/14 17:37 dans Littérature par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre
t:3
https://abp.bzh/thumbs/34/34322/34322_1.jpg
Yann Gerven (a gleiz), hag Herri Ar Borgn
https://abp.bzh/thumbs/34/34322/34322_2.jpg
https://abp.bzh/thumbs/34/34322/34322_3.jpg

Da Yann Gerven eo bet roet ar priz lennegel « Sten Kidna-Le long cours du Bono » 2014 evit e levr "Traoù nevez" (Skol Vreizh), disadorn paseet er Bonoù get Jean Lutrot, maer ar gumun, hag izili ar juri bet tolpet get Kerlenn Sten Kidna. Plijet eo bet ar juri, lennerion a Vro an Alre tolpet get Kerlenn Sten Kidna, get an dastumad danevelloù-se leun a fent hag a vejon. Pemp dastumad danevelloù embannet e 2012/2013 a oa war ar renk. N'emañ ket Yann Gerven war e dro gentañ rak meur a romant hag a zanevell en deus skrivet dija.

Ar "priz ispisial" a zo aet da Herri ar Borgn, evit razh e levrioù e brezhoneg Bro Pourlet : barzhonegoù ("Son ar sell"), kontadennoù fentus ha filosopel ("Pennduig ma c'hazez", "Bleuñvenn mam buoc'h") hag e levr "Brezhoneg ar Skorff", un dastumad gerioù ha troioù lâret (embannet razh get Skol Vreizh).

Krouet e oa bet ar priz "Sten-Kidna-Le long cours du Bono" e 2009 get kumun ar Bonoù evit enoriñ ul levr faltazi nevez embannet e brezhoneg (romantoù pe dastumadegoù danevelloù). Roet vez 700 euro d'ar skrivagner priziet get kumun Ar Bonoù.

Daou vlez 'zo e oa bet lañset un eil priz, ar priz "ispisial" get Kerlenn Sten Kidna a-benn priziiñ levrioù ha n'int ket na romantoù na danevelloù. E 2013 e oa bet roet da Daniel Doujet evit e labour adembann "Etrezomp e brezhoneg", kronikennoù Job Jaffré.

Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2014 :

- Traoù nevez, Yann Gerven, Skol Vreizh, 2013

- Boned glas ar Pagan, Goulc'han Kervella, Al Liamm, 2012

- Penaos e ya ! Ar bed ? Goulc'han Kervella, Keit vimp bev, 2013

- Ar boan beva, My Skaouidig, Emgleo Breiz, 2013

- Bed ZH, Paol ar Meur, Mouladurioù hor yezh, 2012.

Ar skrivagnerien priziet ar blezioù paseet :

- 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez

- 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren

- 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas

- 2012 : Yann Bijer/Torrebenn

- 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol

- 2014 : Yann Gerven/Traoù nevez

Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre/02 97 29 16 58, STENKIDNA2@wanadoo.fr, www.kerlenn-sten-kidna.com


Vos commentaires :
Mercredi 1 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.