Gitar, heol, Aita ha bonedoù ruz

Communiqué de presse publié le 9/06/14 13:13 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Aozet propig pep tra, ar c'hendivizh, an dro vale hag ar fest noz : 700 den dirak ar Roc'h Tredudon

Gitarioù e leiz evit lidañ an 40vet tarzhadenn radar ar Roc'h Tredudon : hini Youenn Gouez gant Bernez Tangi evit huchal «respont ebet gant ar gouarnamant gall, Gwask, gwask, gwask !» «Emgann Kergidu», «Gant ma botoù koad tredan» diskanet gant ar re yaouank hag an dud a zo sot gant ar strollad Storlok abaoe 40 vloaz, just a walc'h.

Gitar Nolwenn Korbell ha Didier Dreau o kanañ ton Anna Politovskaia, Bugale Breizh hag un ton e saozneg, o tont eus abadenn Kabared Brecht. War lerc'h e oa gitar Lleuwen Stefan, Gweltaz Hadeux, ha Gweltaz ar Fur. Tud deuet evit skoazell, evit stourm asambles gant Aita, dirak 700 a dud mennet, bugale laouen, dindan heol splann Menezioù Are.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?