Taol Lañs : aet eo ar maout gant Silwink

Communiqué de presse publié le 8/06/14 20:42 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/34/34297/34297_1.jpg

Strollad bet e lise Diwan ar bloaz paseet, setu Silwink, reggae ha fent, etre «Reveulzi ar maligorned» ha «Ker Ys»

Pa oa el lise e veze boaz Kadvael da ganañ da noz e korn butun a bep seurt traoù : kan ha diskan, kanaouennoù fentus bro gallo. Tamm ha tamm oa bet krouet gant ur strollad mignoned tro dro dezhañ, ur strollad sonerien troet ouzh ar fent hag ar reggae. Tamm ha tamm eo deuet brav ganto, gant ur fleüt a-dreuz ha trombon Marin, gitar tredan, tamboulinoù ha gitar bout. Aozet e oa bet ganto ur ganaouenn evit ar Redadeg, c'hoariet war an hent e Montroulez, Dinan ha Kemper.

An Erer kozh, un enrolladenn e CLAJ, ha leurennoù a vo digoret dezho bremañ. «Ker Ys» adnevezet gant ar c'haner, «reveulzi ar maligorned» (ger stur ar strollad a zo «Artichaod») ha «kan ar redadeg», setu an teir c'hanaouenn oa bet kanet gante. Pa oa bet resevet ar maout ganto, huchet o doa «Ha Naoned e Breizh !».

Brezhonegerien yaouank en o bleud ha krouerien sonerezh an dazont ? E Speied dindan ar stered disadorn da hanternoz e oa Kaou Langoet, Kaou an Davay, Yuna, o sellout ouzh o breudeur vihan : trec'h e oan bet e bloavezhioù paseet int ivez, gant ar strollad «Gimol Dru Band», «Eien» hag «Adnoz».


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 1 ?