Ar priz lennegel Sten Kidna-Le long cours du Bono : a vo roet d'ar sadorn 7 a viz Mezheven

Agenda publié le 3/06/14 16:45 dans Littérature par Christian Le Meut pour Christian Le Meut

Roet e vo ar priz lennegel « Sten Kidna-Le long cours du Bono », bet krouet e 2009 get kumun ar Bonoù evit inouriñ ul levr faltazi nevez embannet e brezhoneg (romantoù pe dastumadegoù danevelloù), d'ar sadorn 7 a viz Mezheven, 11e30, er Bonoù, e tavarn «Le p'tit mousse», get ar maer Jean Lutrot ha tud ar juri bet tolpet get Kerlenn Sten Kidna. Ar strollad Danserion Bro Bonneù a zay da zañsal. Pemp dastumad danevelloù embannet e 2012/2013 a zo bet lakaet war ar renk get ar juri tolpet get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna hag a c'henlabour get kumun Ar Bonoù evit reiñ ar priz mañ. Roet e vo ivez ur priz all, «ispisial» get Kerlenn Sten Kidna. Un emgav e brezhoneg ha digor d'an holl a vo adalek 10e30 en ti kêr get ar skrivagnerion priziet ha tud ar juri. A vat.

Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2014 :

- Traoù nevez, Yann Gerven, Skol Vreizh, 2013

- Boned glas ar Pagan, Goulc'han Kervella, Al Liamm, 2012

- Penaos e ya ! Ar bed ? Goulc'han Kervella, Keit vimp bev, 2013

- Ar boan beva, My Skaouidig, Emgleo Breiz, 2013

- Bed ZH, Paol ar Meur, Mouladurioù hor yezh, 2012.

Ar skrivagnerien priziet dija :

- 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez

- 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren

- 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas

- 2012 : Yann Bijer/Torrebenn

- 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol

- 2014 ?

Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Rollo, 56400 An Alre/02 97 29 16 58, STENKIDNA2@wanadoo.fr, www.kerlenn-sten-kidna.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?