Disadorn e Valencia (Katalunia) emañ Kevre Breizh o tifenn Europa an demokratelezh ha listed ar yezhoù

Communiqué de presse publié le 21/05/14 12:48 dans Langues de Bretagne par Tangi Louarn pour Kevre Breizh
t:0

Kevre Breizh, kevread kevredigezhioù sevenadurel Breizh a gemero perzh e Valencia (Katalunia) Disadorn 24 a viz Mae en emvod kuzul merañ ELEN, rouedad Europa evit kevatalded ar yezhoù hag a zifenn liesegezh ar yezhoù hag en un doare ispisial ar yezhoù rannvro ha minorezhel en Europa.

Nebeut amzer araok ar votadeg evit Parlamant Europa, e vo lakaet en araok gant Kevre Breizh an ezhomm da ingalañ politikerezh ar Stadoù evit ma vefe doujet er memes mod da wir ar geodedourion da zeskiñ ha d'ober gant o yezhoù rannvroel er skol, er vuhez publik hag er media p'emañ ar Frañs pell war-lerc'h broioù all Europa war an dachenn-se. Goud ouzomp, daoust d'ar pezh a zo gant yezhoù bihan all ha pa vefent komzet gant nebeutoc'h a dud c'hoazh, n'eus ket evit ar brezhoneg, ha nebeutoc'h c'hoazh evit ar gallaoueg, ur wir chadenn dele a rofe dezhañ ur plas a-feson er vuhez gevredigezhel ; statud ar brezhoneg en deskadurezh a chom jilgamm ha re zister.

Pell diouzh en em glozañ war ar Stad-vroadoù, evit Kevre Breizh e rank votadegoù Europa reiñ an tu da sevel un Unvaniezh diazezet war dalvoudoù boutin an demokratelezh ha gwirioù ar minorelezhioù koulz hag an doujañs evit al liested sevenadurel ha yezhel, gwirioù diazez hag a vez nac'het bepred gant Bro C'hall.


Vos commentaires :
Mardi 14 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.