Bale evit dizoleiñ ur vro

Communiqué de presse publié le 19/05/14 1:15 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/33/33877/33877_1.jpg

Lakait daouzeg baleer d'ober eizh kilometr, da addizoleiñ ur c'hêr, dre istor ur maner, ar peulvanioù, ar gorriganed...

Lakait anezho da vont e vinojennoù n'anavezont ket, komzit brezhoneg dezho evit gouzout penaos e vez lavaret «kaol moc'h, trichin, dervenn, ...»en galleg.

Erruit da c'houde en ur chapel, fresk, brav gant kizelladurioù e koad koshoc'h eget eizh kant bloavezh, lakait anezho da gaout un tamm repoz 'kichen ar feunteun... Hag ar burzhud : klevout un den komz brezhoneg adarre ... gant ar blijadur da welout tud all o komz brezhoneg etrezo !

Un dro vale a-benn nebeut er vro : Tro Dro Kemperle, d'ar sul 6 a viz Gouere, ba Kemperle (3 km, 7 km ha 14 km). Un digarez da welout tud brudet ar vro ha kanerien, sonerien, diskouezadegoù, filmoù e brezhoneg graet a-ratozh evit lakaat brezhonegerien yaouank ha kozh d'en em gompren gwelloc'h !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?